War Raok n° 77 - Automne 2026
E Sant-Divi, e bro-Leon santel, ur c’halvar zo bet diskleriet a-enep lezenn en anv al laikelezh enep-katolik. Gant Lez-varn Melestradurel Roazhon, ez eus bet barnet nevesik-zo n’eo ket ur kalvar Kerdalaez etre Sant-Divi ha Gwipavaz, eus 1652, hervez al lezenn 1905. D’ar 26 a viz Mezheven he deus gourc’hemennet tennañ kuit anezhañ dindan c’hwec’h miz. An disentez barnerezhel-mañ a bled kalz gant spered al lezenn al laikelezh na warez ket mui neptuegezh ar Stad, met a glask bremañ diverkañ kement zo kristen war tachennoù foran ar Parrezioù...(chomet eo ar ger-mañ, e brezhoneg, evit Kumunioù, daoust ha rankout a reomp kemm ster hor gerioù e brezhoneg en anv al laikelezh ?).
Ur C'halvar bet savet tri c'hantved hanter zo
E 1652, pell eta a-raok an Dispac’h Gall, pell a-raok ar Republik, pell a-raok lezenn 1905 a zispartie an Iliz hag ar Stad e verke kalvar Kerdalaez etre parrezioù Sant-Divi ha Gwipavaz. E 1967, evit mirout ar monumant kozh-se, e voe kaset e lodenn uhelañ da vered Sant-Divi. El lec'h orin e vane yoc’h diazez maen ar c’halvar avat. met chom a reas hep e groaz e-pad ouzhpenn un hanter kantved. C'hoant da adtapout al lec'hienn en he stad istorel, ar gumun he deus gourc'hemennet e 2022 un eilskouer feal eus ar C'halvar, diwar atiz Kevredigezh Identelezh ha Glad Gwipavaz (AGIP), hag he deus staliet en-dro ar groaz el lec'h ma oa bet e-pad ouzhpenn tri c'hant vloaz ’zo. Evit an dilennidi e oa sklaer ar mennozh : n’eo ket sevel un arouez relijiel nevez-flamm, met adsevel un elfenn a-bouez eus ar glad lec’hel. Emañ ar maer Mikael Ar C’horr o labourat bremañ gant difennerien ar raktres evit kavout "an diskoulm gwellañ".
Digempouez
A-dreñv d’an diviz-se emañ ar C'helc'h Jean-Marie Deguignet Libre Pensée 29. Ar gevredigezh-mañ, o tifenn un displegadenn arloupet eus al laikelezh, a gred ne c'hell arouez relijiel nevez ebet bezañ staliet gant ur strollegezh foran zoken ma'z eo un eiladenn rik eus ur monumant bet savet tri c'hant vloaz ’zo. Amañ e weler dalc'husted laikourien, en anv un neptuegezh faos pa vez dalc’hmat war ar memes tu, oc’h en em harpañ war ul lezenn fallakr a zinac’h ar frankiz relijiel. Diboell eo evit gwir, pa soñjer, a-berzh ur barrez, sevel lizhiri-feurm hir evit sevel lec'hioù relijiel nevez war douaroù foran, ur voskeenn pe un iliz nevez, met nompas adlakaat en-dro en e blas ur c’halvar eus 1652 ! Sklaer eo an digempouez.
Diwriziennañ an dud
Chom war an dachenn relijiel rik en afer-mañ a rafe deomp faziañ rak fellout a ra d’ar glemmerien eus La Libre Pensée raskañ a ziwar douar ar «C’hwec’h-kogn» an holl sevenadur, an eñvor a-stroll, an hêrezh speredel a zo strewet dre holl en hol ledenez a Vreizh. N'eo ket difenn ul laikelezh peoc'hus eo a ra al Libre Pensée met diwriziennañ an dud. War boentoù all hag e keit-se ez eus ur youl mennet start-tre ganto da ziskar ensavadurioù ar familh ordinal, ar skol hag an Iliz.
diwar «Breizh info» gant Yann Lenner.