Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Aet eo Yann Mikael da Anaon


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 16:27 | Lu 15 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 66 - Mars 2023

 

Dilun 26 a viz Kerzu 2022 en doa tremenet ar skrivagner Yann Mikael e ouel Nedeleg diwezhañ. Marvet eo gant ur barrad terzhienn greñv d’an oad a 85 vloaz. Gouest e vije bet da chom pelloc’h e buhez, pa skrive bepred dizehan ha pa oa gantañ war ar stern ar raktres da c’hourfennañ ul levr evit ar bloaz 2023. Ret eo krediñ avat en doa graet e amzer war an douar-mañ, hag eñ a oa kredus ha chomet feleun d’an aotrou Doue a zo aet sur a-walc’h d’e adkavout e rouantelezh an neñvoù. An tonkadur e oa, a lavarimp. Aet eo da Anaon en e di nevez e Plougoulm e-lec’h ma oa o chom, tost ouzh e vab, abaoe daou vloaz. A-hed e vuhez a-hend-all en doa bevet e Blaen, etre Naoned ha Gwenvenez-Penfaou, en e vro c’henidik.

Ganet e oa bet Yann Mikael, Jean-Marie Michel ent-ofisiel, e Breizh-Uhel, e kêr Gwenvenez-Penfaou. Kement-se n’eo ket didalvez resisaat, peogwir e heñchas e vuhez. Gwenvenez-Penfaou zo e tachennva ar gallaoueg, rannyezh c’henidik Yann. Bez’ emañ e Hanternoz bro Naoned ha koulskoude ez eus un anv brezhonek d’ar barrez. Sed a roas boued-spered da Yann evit e vuhez, ha sed ar pezh en deus maget kalz e skridoù. Komz a rae gallaoueg eta, mitaweg evit bezañ resisoc’h, a zo ar rannyezh hengounel komzet etre ar Wilun hag al Liger e Breizh ; komz a rae galleg evel-just ivez, ha komz a rae koulz hag e skrive e brezhoneg, bet desket gantañ pell zo, « Evel ur Breizhuhelad oc’h adkavout Breizh », evel a lavare e-unan d’ober ur sell-lagad da levr Roparz Hemon.

Kristen e oa Yann Mikael, peogwir e oa relijion an holl e Breizh, pa oa bet ganet e 1937. Ar re yaouank a-vremañ a c’hall mat kaout poan da intent a-wechoù pa n’eus mui a relijion er vuhez pemdeziek. E 1968, da skouer, pa c’hoarvezas miz Mae 1968 ha cheñchamant an talvoudegezhioù er gevredigezh, e oa Yann 31 bloaz seulabred. Tremenet e oa en Aljeri meur a vloaz, da vare ar brezel, ha bet o labourat eno ivez war-dro an tredan. E 1968 eta e oa ur gour heñchet e vuhez ha ne oa ket o vont da cheñch evel ar grennarded pe ar re yaouank ugent vloaz c’hwegonteizhat. Kristen eo chomet eta. O vont d’an iliz evel-just hag o pediñ evit Breizh. Broadelour e oa ivez. Krediñ a rae gantañ, evel ganeomp-ni, e oa eus Breizh ur vroad hag e tlefe bezañ dieubet. Dezhi ur relijion gatolik eta, ur yezh vrezhonek hag ur bobl vrezhon. E-se e voe Yann Mikael un emsaver broadelour.

Kemeret en deus perzh e buhez meur a gelaouenn : Al Liamm, Preder, Aber, War Raok !, Imbourc’h, Kannadig Imbourc’h, Ar Gouloù Gwenn. Gant Imbourc’h ha Kannadig Imbourc’h eo en doa skrivet ar muiañ : kantadoù ha kantadoù a bajennoù, peadra da sevel ul levr marteze e koun anezhañ. Atav e brezhoneg, skrivet en deus ivez levrioù, bet embannet e ti Imbourc’h. « Treglen, kêriadenn villiget », a gont diskar ar gevredigezh kristen war ar maez evel m’en doa hec’h anavezet. Talvoudus a ra ar boan lenn anezhañ hiziv c’hoazh, peogwir e sikour da gompren gwelloc’h ur prantad pouezus, ha trist, c’hoarvezet e Breizh e-kerzh an ugenvet kantved. Skrivet en deus ivez « An emgav chanter », a zo un dastumad danevelloù. Adkavout a reer ar pezh en deus levezonet e vuhez en e zanevelloù : ar vuhez kristen, brezel Aljeria, yezhoù ha rannyezhoù Breizh. Skrivañ a rae Yann gant ur brezhoneg a live uhel-mat, oc’h ober gant nevezc’herioù pergen.

Ar gallaoueg, pe kentoc’h ar mitaweg, a ac’hubas kalzig e spered ivez. Dre ma oa ar « yezh » a gleve pa oa bihan, er gêr ha gant an dud en-dro dezhañ, hag ivez dre ma oa dudiet gant istor ha studi ar yezhoù. Ne lakae ket ar gallaoueg kevatal d’ar brezhoneg avat. Evitañ e oa ar brezhoneg ur yezh wir, ur yezh c’hlan, pa oa ar gallaoueg ur meskaj hiron a c’halleg hag a vrezhoneg komzet gant tud na skrivent ket. Pennadoù niverus en doa skrivet diwar-benn levezon, nebeut anavezet, an henvrezhoneg war ar gallaoueg. Displegañ a rae e oa deuet diwar enbroadoù Bretoned eus ar C’hornog, da vare ar Sent hag ar Rouaned, d’en em staliañ e Reter Breizh. Ar pezh a zo anavezet n’eus forzh penaos a-drugarez da studi al lec’hanvadurezh : En tric’horn etre Gwenran, Derwal ha Naoned e kaver paot-mat a gêrioù o tougen anvioù brezhonek. War glask ar wirionez e oa Yann, dre ar studi, an ezteurel hag an displegañ. Nag evit-se e chome pitilh ha doujus ouzh ar gallaoueg. Savet en doa gant ur migon ar gelaouenn Pilhern, a badas etre 1981 ha 2016. Pennadoù gallek, gallaouek ha brezhonek a oa enni. Ijinet e oa bet gantañ ur reizhskrivadur evit ar mitaweg, a vo marteze implijet en dazont pe studiet gant ar re a bled hiziv gant ar gallaoueg ? Anvet e oa ar vantyé. Ar galleger boutin a c’hall kompren a-walc’h ar gallaoueg dre skrid, paneve un nebeut gerioù pe troiennoù a-wechoù.

Douaret e oa bet Yann Mikael e bered Gwenvenez-Penfaou, disadorn 31 a viz Kerzu 2022, e-kichen e wreg a oa aet da Anaon araozañ. Bez’ emañ e gorf o repoziñ da viken tra m’eo nijet e ene davet ar bed all. Doue ra viro anezhañ, ha ra dalvezo e labour evit d’ar remziadoù a-vremañ. 

Kenavo dit Yann.

 

Tepod Mab Kerlevenez




Dans la même rubrique :
< >

Vendredi 17 Mai 2024 - 17:43 Sant-Maloù

Vendredi 17 Mai 2024 - 17:40 Le Corbeau et les Celtes



War Raok n° 69 - Printemps 2024


24/04/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss