Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

An Divina Comedia


Rédigé le Mardi 26 Mai 2026 à 11:47 | Lu 4 commentaire(s)



War Raok n° 76 - Été 2026

An Divina Comedia (1), bet lakaet e brezhoneg gant Pêr Bourdellez, beleg, ’zo gwelloc'h eget un droidigezh. Diwar ar 15.000 gwerzenn bennak a ya d'ober an oberenn veur-mañ eus dibenn ar Grenn-amzer, ez eus bet kempennet ur 5.000 bennak en hor yezh, en ur glask mirout spered hor yezh e dibunadur ur gantreadenn varzhus a-dreuz an Ifern, ar Purgator hag ar Baradoz, gwelloc’h-kalz eget an troidigezhioù a zo re bizh e galleg, stambouc’hus hag arabadus, gant gerioù ha troiennoù luziet hag estren deomp. Kentoc’h ez eo ganeomp un azasadur dispar, aes da lenn eus un oberenn a ziazezas al lennegezh italianek 800 vloaz zo, leun a ijin ha lusket gant ur feiz don ha birvidik.
Gerioù nevez n'eus hini ebet en destenn-vrezhonek-mañ. Kontrol d'an embannadurioù e galleg n'eus ket bet klasket treiñ gerioù a zeu da skouer diouzh ar gresianeg evel «Empyrée» : an droienn «An Tron» eo zo bet dibabet. 
Kavout a ra deomp emañ tost-tre ar speredelezh vrezhon diouzh dodenn ar Veaj (gw. Beaj Sant Brendan ha diazezidigezh Breizh vihan gant hon Tadoù-kozh pemzek kantved zo). Daoust hag eñ ez eus evit gwir ur bobl all er bed a vije tostoc'h ouzh spered hor c'hantikoù kozh mil anavezet n'eus ket keit-se c'hoazh, hag a zo bet levezonet, end-anat gant Dante ? Anv zo da skouer eus «An Ifern yen», eus an Aelez diniver o nijal evel gwenan, eus munudoù heñvel ouzh «Purgator sant Padrig» bet kempennet e 4000 gwerzenn gant Louis Eunius e dibenn an XVIII-vet kantved en hor yezh, «Ar plac'h dimezet gant Satan» er Barzhaz Breizh, Mojennoù an Ankou Anatol ar Braz...
Sklaer eo ivez e klot mat-tre an doare lennegezh-se ouzhomp, p'emaomp gant Gwerzioù, diazezet e brezhoneg abaoe pevar kantved da vihanañ : kontadennoù dramaek kontet e korn an oaled e-pad beilhadegoù ar goañv. Evit o c’hanañ, avat, e vije bet ret gellout rimañ ha kavout troadoù ingal o hirder. Gwell en deus kavet Pêr Bourdellez labourat da gavout ul lusk heson d'ar gwerzennoù, ha deuet eo brav gantañ, a gred deomp.
 
Rakprenañ dre gas ur chekenn 20 euro evit al levr-mañ 200 paj.+skeudennoù e liv.
Imbourc’h c/ Emglev an Tiegezhioù Kergreven 24 29800 Trelevenez, pe dre gartenn dre : https://www.helloasso.com/associations/emglev-an-tiegezhiou/paiements/rakprenadur-an-divina-comedia-e-brezhoneg
 
Rakprenañ a c’heller betek kreiz miz Mezheven. Ne vo ket moullet kalz skouerennoù ouzhpenn ar re a vo bet rakprenet.
 
 
Tepod Gwilhmod
 

[1]    Distagañ «Comedïa»’ evel en italianeg.



Dans la même rubrique :
< >

Mardi 26 Mai 2026 - 11:39 Entretien avec l’abbé Aldalur



War Raok n° 76 - Été 2026


26/05/2026

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss