Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

HENT AN DAZONT


Rédigé le Lundi 30 Juin 2025 à 10:29 | Lu 2 commentaire(s)



in War Raok n° 73 - Été 2025

Peseurt strategiezh evit Breizh dishual  ?
 
Peseurt strategiezh a vefe an hini wellañ evit gallout tizhout un deiz ur Vreizh dizalc’h ? Neket e soñjan e vefe ur strategiezh welloc’h eget re all, rak an holl a c’hellfe skeiñ war dizalc’hiezh ar vro en dazont hag ouzhpenn, an diaezamant bras a anavezomp-holl en Emsav, ar skoilh brasañ a sav war hon hent n’eo ket unan a strategiezh, hogen kentoc’h meur a elfenn all : diseblanted ar bobl, diouer a nerzh gant ar vroadelourien, hag all… Nag evit-se e fell din ober anv eus strategiezh.
 
Ar feulster pe ar politikerezh  ?
Hent ar feulster
 
Div strategiezh pennañ zo anavezet gant pep hini : implij ar feulster, a zo e-maez lezenn, pe implij an hent lezennel, ar politikerezh. An daou zo bet en istor Breizh. Feulster zo bet gwechall en anv dieubidigezh ar vro, bez’ ez eus bet Bretoned kondaonet gant al lezioù-barn gall abalamour da se, bez’ ez eus bet Bretoned lazhet zoken dre implij ar feulster. Biskoazh avat n’he doa ar feulster-se delanket souten ar bobl, nag hec’h asant da vat. Biskoazh kennebeut n’eo bet ken feuls ha se, marteze, evel a vez e-barzh broioù all. En ur ger : implijet ez eus bet bombez da zistrujañ savadurioù met morse armoù tan da lazhañ tud.
 
Hent politikel
 
Implij an hent politikel a zesach muioc’h a dud. Aes eo kompren perak. Pa gemerer an hent lezennel ez eus nebeutoc’h da goll. Koustañ a ra ar strategiezh-se d’an emsaverien o amzer, o gwenneien, o brud, o micher d’ar gwashañ, met ma tremen mat pep tra, dre vras, ne gousto ket dezho o frankiz nag o buhez. An demokratelezh c’hall a vevomp enni, pe an oligarkiezh c’hall marteze a-walc’h, a c’hall mat bezañ burutellet kriz pe grisoc’h : reiñ a ra ar gwir bepred da grouiñ strolladoù politikel ha da embann menozioù. E Breizh hon eus bet hag hon eus bepred strolladoù politikel emrenour ha dizalc’hour, eus an tu-kleiz, eus an tu-dehoù, ingal. Hini ebet n’en deus c’hoazh tizhet ar frankiz evit Breizh avat. Gwir eo e vank dezho arc’hant hag emsaverien niverusoc’h evit gallout pouezañ muioc’h e-barzh ar balañs. O strategiezh avat zo bet an hevelep hini atav. 
 
Poent eo sevel ur strollad bras
 
Dastum tud, izili en o strollad, evit klask sevel ur strollad bras ennañ tud a-bouez ma ‘z eus tu, ha goude c’hoari gant an dilennadegoù gant ar spi gounit anezho. Bez’ ez eus pevar seurt dilennadeg er Frañs : hini an ti-kêr gant ar maer, an hini evit ar c’hannad, an hini evit prezidant ar rannvro hag an hini evit prezidant ar Republik. An tri c’hentañ zo talvoudus evidomp. Ar pevare, sklaer eo, ne vo biken evidomp, ha n’em eus ket ezhomm da zisklêriañ perak. Neuze, ar strolladoù emrenour o kemer perzh en dilennadegoù-se zo deut a-benn a-wechoù da c’hounit un tamm tachenn. Maered emrenour zo bet, en tiez-kêr, kannaded ivez, nebeutoc’h, met prezidant rannvro emrenour biskoazh c’hoazh. Ret eo lavarout en deus an U.D.B. tizhet silañ un nebeut eus e izili e-barzh listennadoù bras an tu-kleiz gall evit gounit sezoù e-barzh kuzul ar rannvro, hag ur strategiezh eo. Anat eo n’eo ket se a c’hall ober da Vreizh bezañ dishual, met elfennoù breton e-barzh ar mekanik gall an hini eo hag evel a lavarer : pep tra zo mat zo mat da gaout. En ur ger : gwelloc’h eo eget netra.
 
Reiñ ur vouezh politikel unvan e Breizh  !
 
Greomp bremañ anv eus un trede strategiezh, lod all a lavar belloniezh, nebeut anavezet, hag a hañval din bezañ speredek koulskoude. Er-maez eus implij ar feulster eo hag er-maez eus an enframmoù politikel kefridiel war un dro, eleze er-maez eus an dilennadegoù gall. Bez’ eo krouidigezh eeun enframmoù stadel breizhat. E-lec’h c’hoari gant reolennoù ar C’hallaoued e savomp hor reolennoù breizhat hag e krouomp diouzhtu ar Stad vreton a fell deomp kaout.
Anavezout a ran ul luskad breizhat en doa klasket ober hervez ar velloniezh-se, nevez zo, a oa ar gevredigezh Kelc’h An Dael. O menoz pennañ a voe sevel un Dael evit bodañ an nerzhioù politikel breizhat liesseurt o devoa da bal sevel ur vonreizh vreizhat, etre traoù all, derc’houezañ ar bobl vreizhat, ha reiñ ur vouezh politikel unvan e Breizh da vezañ klevet. En ur vont pelloc’h war an hent-se, ar strategiezh « krouomp hon-unan » a c’houlennfe digant an emsaverien krouiñ an holl elfennoù stadel a ra diouer deomp. Un Dael neuze, met ivez un ti prezidantel, dilennadegoù breizhat reoliek, maerdioù breizhat, ur gambr ar c’hontoù ha marteze ur bank breizhat end-eeun oc’h embann ur moneiz breizhat, ar pezh a zo un uhelbal diaes da dizhout, sklaer eo, hag all.
Ezhomm a vefe evit seveniñ an trede strategiezh-se eus kalz arc’hant, roet a-berzh emsaverien ha brogarourien binvidik, a c’hellfe neuze ken aes ha tra prenañ tiez, tachennoù, en ur c’hoprañ tud a-vicher da ober al labour dav evit krouiñ ar Stad vreton. Adkavout a reomp kudenn an diouer a arc’hant en Emsav. Setu perak e soñj din e rankfe an holl vrogarourien vreton strivañ muioc’h a-benn pinvidikaat, rak Breizh he deus ezhomm da gaout servijerien greñv ha pinvidik.
 
Tepod Mab Kerlevenez



Dans la même rubrique :
< >


War Raok n° 73 - Été 2025


30/06/2025

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss