Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Kroaz ha feunteun Kerizinen disakret : lobotomizet eo ar Vretoned hiviziken


Rédigé le Mercredi 18 Février 2026 à 16:14 | Lu 2 commentaire(s)



War Raok n° 75 - Hiver 2025/2026

Kroaz ha feunteun Kerizinen disakret : lobotomizet eo ar Vretoned hiviziken
Diskaret eo bet Kroaz Kervorvan !
 
D’ar sulvezh-se, bloaz paseet, goude an Oferenn, edon em c’harr-tan flim-flamm 30.000 euro – ya, dreist-goñvor eo deuet priz ar c’hirri nevez da vezañ !... Dre wall biv avat ?! - war an hent etre Berven ha Lanhouarne, o vont d’ober un dro da Gerizinen, evel ma vezomp boaz, evel Leoniz all ur wech ar miz pe se, da bediñ eno ha da zistreiñ d’ar gêr goude bezañ leuniet boutailhoù gant dour ar feunteun vrudet a zo tro-kein ar santual.
Ouzh ar rod-stur a sellen pizh ouzh an dremmwel war-c’hed gwelet a-zehou kroaz tev hag uhel Kervorvan a zo er c’hroashent ma ranker treiñ da gemer ar ribin a gas d’al lec’h santel. Na pebezh souezhadenn pa verzis n’edo ket mui eno Kroaz Kervorvan !
«Mallozhtou ! emezis d’am wreg em c’hichen, sed aze ! Diskaret eo bet Kroaz Kervorvan ! N’eo ket Doue posubl ! Kement-se n’eo ket bet embannet er gazetenn, avat... Den ebet ne ra forzh ebet ! Lobotomizet eo toud an dud».
Ya, Diskaret eo ar groaz a gas da Gerizinen e-lec’h he deus lavaret ar Werc’hez, hag e brezhoneg mar plij, ez afe Breizh d’un dezerzh dizoue. Emaomp ganti ! Hag Aotrou maer Gwinevez n’eus ket peadra a-walc’h gantañ da adsevel ar groaz kozh-se eus ar XVvet kantved, moarvat ? Kavout a ra gwelloc’h lakaat arc’hant bras da sevel lojeiz nevez er bourk, a oa sañset evit ar re gozh, met bremañ ez eus anv da lojañ eno estrenien eus an Ukren pe eus Afrika, n’eo ket bet lavaret sklaer. Ma !
 
Pare ar c’horf, pare ar spered, ha dreist-holl pare an ene
 
En em gavet e Kerizinen hor boe ur taol from adarre pa lennjomp war ur panel ne oa ket mui mat hervez al lezenn dour ar vammenn da vezañ evet en abeg d’un dielfennadur a ziskoueze ez eus re a nitrat ennañ. Abaoe 1952 ma oa bet dizoloet dour eno, tostik da lec’h an emzikouezioù, en doa kavet meur a hini ar pare gant an dour-se koulskoude. Pare ar c’horf, pare ar spered, ha dreist-holl pare an ene. Evit an dour-se – hag evit pediñ ar Werc’hez ivez, kazi sur – e teu tud eus a bell a-wechoù, eveldomp, daoust m’o deus lavaret eskibien Gemper ne vije ket tre kemennoù ar Werc’hez he deus klevet Jann-Louiz Ramonet hervez ar feiz katolik. Da heul ez eo al lec’h nemetañ e Breizh m’eo difennet lavaret an Oferenn.
«Sed aze ! N’eo ket a-walc’h diskar hor c’hroazioù, ret eo asantiñ e vije saotret hor feunteunioù ! E peseurt bed emaomp o vevañ ?! Lañfreidi ! Boued ar groug ! Paoioù-kaol skornet ! Aet eo an dud da sod !» Va hini gozh ne gomprene ket perak ne vez ket doujet ouzh al lec’h santel-mañ a beoc’h gouestlet da Vamm Mabig-paour ar Garantez, evel ma skrivas Job An Irien. Sevel a reas dour en he daoulagad zoken, o soñjal er bobl a dud vunut en em gav bemdez ingal da gemer eus dour feunteun gwarezourez al lec’h, itron Varia Gerizinen, lesanvet «Itron Varia ar Rozera santel-meurbet» gant Jann-Louiz. O doare dezho da bediñ eo, a gredan, iskis met gwirion, pleustrek, pa n’int ket gouest ken d’ober a-hend all peurvuiañ, p’o deus kuitaet didrouz hag a nebeudoù an ilizoù a-vremañ, re alies.
 
Gwastadurioù enep kristen a-bep seurt
 
Soñjal a ris da gentañ e oa tonket d’en em gaout en abeg d’ar mediaoù a domm ar speredoù gant o spered laikour-daonet, hag e Korsika, e Quasquara, o doa en em savet neuze tud ar vro a-enep ur varnadenn he doa roet he goulenn d’ur vaouez nevez en em gavet a c’houlenne e vefe diskaret ar groaz nevez adsavet war dreuzoù ar bourk-se. Korsikiz holl a-unan, en enezenn a-bezh, e-pad ar sizhunvezh santel, a oa en em savet gant trouz a-enep d’an disentez enep-douead-se. En Alpoù e oa bet diframmet ur groaz a vedo war gern ur menez abaoe kantvedoù. Paotred SOS Kalvarioù eo o doa adsavet anezhi, ha tennet e oa bet kuit gant ar gomun, gant un askelldroerez mar plij, daoust m’edo war un dachenn brevez. E Naoned e vez berniet poubellennoù hep doujañs ebet ouzh ur groaz kozh. Dre vras e Breizh, paz eer da sellet ouzh arsellva ar Gristengaserezh e 2025 ez eo hir-mat roll ar gwastadurioù enep kristen a-bep seurt : tangwalloù en Naoned, Plankoed, Gwengamp..., laeroñsioù, bezioù gwastet, hag all. Digas e seblant bezañ ar boblañs, ha diwar-benn ar c’hroazioù den ebet ne ra ar gont eus ar re a vez lamet kuit. E 2005 da skouer, e Tresezni-Kerlouan e oa ur groaz eus ar Vvet kantved eus ur vered a vedo eno ha n’eus ken anezhi : hec’h adkavet em boa gourvezet war ul letonenn en ul liorzh tostik, ar perc’henn ne rae foutre-kaer eus he zalvoudegezh. Un deiz, marteze eo c’hoarvezet dija, e vezo gwerzhet... pe e vo goloet gant al leton.
 
Hervez ar pezh a gonter e vije bet diskaret kroaz Kervorvan gant ur c’harr-tan. Ne gredan ket rak diazez ar groaz en defe gwarezet anezhi diouzh stokadenn ur c’harr-tan. Nann, an displegadenn-mañ a ro un digarez da nompas komz eus traoù a c’hell degas freuz er vro, rak lod a lavar er gomun e vije bet ur mekanik da ledañ hañvouez en defe kilet ouzh ar groaz. Dre fazi pe get n’ouzer ket avat. Hag evit an dour nitratet, ’m eus aon n’eus mui feunteun ebet ken e bro Leon – hini Gerizinen a oa an hini diwezhañ - ha ne vije ket nitratet, sed aze !
E Gwinevez ez eus tud a gav kasaus ar c’hroazioù hag ar relijion a vir outo d’ober o jeu gant o mekanikoù bras hag o ludu chimik.  Gwazhig Kerizinen, a dra-sur, zo saotret p’eo bet ampoezonet ar pesked izeloc’h e «Pont-Kerruz» : holl e oant bet kavet marv n’eus ket pell war-c’horre an dour.
 
Yann Maneguen



Dans la même rubrique :
< >

Mercredi 18 Février 2026 - 16:11 La mémoire de l’abbé Marcel Blanchard attaquée

Mercredi 18 Février 2026 - 16:05 Aux origines de l'hermine



War Raok n° 75 - Hiver 2025/2026


18/02/2026

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss