Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Sant-Maloù


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 17:43 | Lu 79 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 69 - Avril 2024

Keoded-vor ar Biz — Piv n'anavez ket Sant-Maloù ? Pa soñjer enni e soñjer alies er mogerioù bras en-dro d'ar gêr, e soñjer er mor hag er voraerien a-wechall, dezho ur skeudenn romantel hiziv. Lod all a c'hall soñjal el letioù brav pe er c'hazinoioù a gaver eno bremañ. Sant-Maloù, keoded-vor e Biz ar vro a oar dedennañ a bep seurt tud dre abegoù disheñvel eta. Bretoned tomm o c'halon ouzh an istor pe Gallaoued c'hoant ganto da ziskuizhañ e-pad un dibenn-sizhun. Pep hini a gav e lod ha sked ar gêr a vrasa bepred un tammig muioc'h. Deomp da welout 'ta !
 
Sant-Maloù, kêr ar voraerien — Un tammig istor.
Ur gêr eus Breizh-Uhel eo, bro ar gallaoueg evel a lavarer, ha koulskoude e toug Sant-Maloù anv an hini en doa savet anezhi : Maloù, Mac'hlow diwar e stumm kozh, manac'h brezhon eus Llancarfan, Su Kembre, erruet e Breizh er VIvet kantved. Brud Sant-Maloù avat a zeu dreist-holl diwar ar gourserien vreton eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Bageet o deus war seizh mor ar bed, en anv roue Bro-C'hall, rak Breizh a oa stag ouzh ar rouantelezh amezek d'an amzer-se. Jakez Karter en doa dizoloet ar C'hanada, Roperzh Surkouff az eas betek India, ha re all.
 
Istor ar gêr gozh — Un istor breizhat.
E grez ar C'halianed, etre ar bloaz 0 hag ar IV kantved lakaomp, e veve eno, ha war ar maez, Galianed, ar Goriosolited. Div gêr a oa neuze : Alezh (anvet hiziv Sant-Servan, ur c'harter eus Sant-Maloù) ha Kersaout,  hiziv ur gêr dister a-walc'h. Ar Romaned a zeuas di evel-just, hag a vevas e Alezh dreist-holl. Kuitaat a rejont ar vro e 423, o lezel ar Goriosolited, latinekaet forzhik, o-unan. Ar Vrezhoned kentañ a oa krog da erruout eus enez Breizh.
Sant Mac'hlow, ar manac'h brezhon, a zegouezh en Arvorig er VIvet kantved. En em staliañ a ra war al ledenez e-keñver da Alezh, e-lec'h ma ne oa netra (al lec'h zo bremañ kêr gozh Sant-Maloù), hag al ledenez a gemeras anv Roc'h sant Maloù ken abred ha 541.
Alezh a chomas ar gêr vras ha sez an eskopti betek an XIIvet kantved. Brezhoneg a zo bet komzet gant ar bobl eno betek ar mare-se. Goude en em lakaas da gilañ implij ar yezh. A-hed ar Grennamzer ez eus bet stourmadoù etre dugelezh Breizh ha rouantelezh Bro-C'hall evit perc'hennañ ar gêr. Lec'hiet-mat eo evit mont war vor, mont da Vro-Saoz, ober kenwerzh hag all. Kemeret eo ar gêr gant ar C'hallaoued e 1488, nebeut war-lerc'h drouziwech Sant-Albin-an-Hiliber. Da notiñ ar pezh a c'hoarvezas ur c'hantved diwezhatoc'h, e 1590, hag e-pad pevar bloavezh, e voe Sant-Maloù ur Republik dizalc'h. Alese e teu lorc'h tud Sant-Maloù a-vremañ a lavar o ger-stur, stad enno : "Maloùad da gentañ, Breizhad goude, ha Gall ma chom plas". Lorc'h zo e tud Sant-Maloù ivez gant istor ar gourserien hag ar voraerien. Ur spered a droioù-kaer o deus dalc'het gant-se.
Hiziv ez eus tost 50,000 a dud o vevañ eno. Kalz a douristed a zeu da weladenniñ ar geoded hag ul lec'h bev-buhezek eo, gant kalz stalioù liesseurt, gant pretioù, mirdioù ha lec'hioù kaer da welout.
 
Alezh gwechall — Deuet da vezañ Sant-Servan hiziv.
Alezh, anvet Alet gwechall, a zo bet ar gêr hag al lec'h annezet kentañ eta. Kreñv eo bet betek an XIIvet kantved ha goude he deus kemeret anv Sant-Servan. Ur gumun eo bet betek ma voe staget da Sant-Maloù e 1967, hag hi da vont da garter hepken hiziv-an-deiz.
 
An Normaned e Sant-Maloù — Evel a ouzomp re vat ez eus bet tagadennoù norman, un tamm e pep lec'h war aodoù Breizh e-kerzh an IX hag an Xvet kantved. E Sant-Maloù e oant deuet ivez, na petra 'ta. Ur vojenn a lavar zoken e vefe un darn eus tud ar gêr diskennidi eus an Normaned, un tammig evel e Normandia.  Gwir eo o doa savet al Lec'hlenniz kampoù dre eno. E Alezh da gentañ-penn o doa savet ur c'hamp. Pelloc'h oc'h adsevel gant an avon, e Sant-Suliav ez eus bet kavet roudoù ur c'hamp. E 939 e kemeras lec'h emgann brudet Alan Veur a-enep an Normaned, e Treant-ar-C'hoad, ha trec'h e voe ar Vretoned. Treant-ar-C'hoad a zo lec'hiet un daou-ugent kilometr bennak diouzh Sant-Maloù, en argoad.
 
Sant-Maloù bremañ — Ar skeudennoù a weler ar muiañ eus ar gêr, gant he ramparzhioù hag ar mor, zo o tont eus ar gêr gloz e gwirionez, ar gêr istorel. Hiziv en em astenn Sant-Maloù kalz e-maez ar ranngêr gozh. Bez' ez eus lec'hioù touristel all, evel da skouer an akwariom bras. Hennezh a zegemer tri c'hant ha tri#ugent miliad a dud bep bloaz hag ez eo, gant Ti ar meurvorioù e Brest, hini brasañ ar vro ! Tud all a vez plijet gant ar c'hoarioù arc'hant, hag e Sant-Maloù, un tamm evel e Karnag, kêr douristel, ez eus ur c'hazino Barrière a zo brudet ivez. Da adkavout c'hoazh ar bagad sonerezh keltiek, poulloù#neuial, kluboù sport, bagoù... Ne chom nemet d'ar gêr sinañ ar garta "Ya d'ar brezhoneg" ha dispar e vo.
 
An tour Solidor — Lorc'h ha levenez ar Vretoned.
Savet eo an tour Solidor e aber ar Renk, e tu Sant-Servan. Savet eo bet dindan renerezh an dug Yann IV, gant sikour e disavour Etienne Le Tur. A-raok an tour-se, rik war an hevelep lec'h, e oa un tour all, anvet Kastell Oreigle, en doa orinoù gant an Normaned. Distrujet e voe e 1255, koulz an iliz#veur Sant-Pêr, ha ne chom nemet rivinoù anezhi hiziv, e-pad un emsavadeg feuls a c'hoarvezas er bloaz-se.
An dug Yann IV avat a raio sevel Steirdor, diouzh e anv kentidik, evit mestroniañ ar bagoù o tremen war ar Renk hag o vont e kêr evel-se. Un dizemglev a oa savet etrezañ ha noblañsoù ar gêr a nac'he, mui pe vui, e veli.
Komz a reer eus "tour" Solidor, hogen e gwirionez ez eus kaoz eus tri zour, staget dre gourtinoù berr. E-se, tu zo kaozeal ivez hep faziañ eus "kreñvlec'h" Solidor. War ar skeudenn e-kichen e welomp un doenn gornek du, pozet war lein an tri zour, hogen ne oa ket amañ en deroù, ar pezh a roe d'ar c'hreñvlec'h un neuz muioc'h krennamzerel. Lakaet e voe an doenn e 1886 hepken. Evit mont e-barzh ar savadur e kerzher war ar pont savet en traoñ, a vez gwelet amañ war ar skeudenn a#zehoù, hag un nor vras e koad a zo evit pignat goude en diabarzh. Ar gwel eus lein an tour zo ledan, evel-just, ha brav-eston.
 
Ar banniel —  Banniel Sant-Maloù en deus ar gwir-dreist da vezañ gwintet uheloc'h eget hini Breizh ha Bro-C'hall. Siwazh, stumm modern ar banniel en deus tennet kuit an erminigoù du a veze gwelet mat koulskoude war skerb an ermin. An ermin hec'h-unan a zo bet daskemmet un tammig. Tennañ a ra muioc'h d'ur c'hi eget d'un ermin, hag ur skerb melen hep netra warnañ a zo ganti bremañ. Stourm ar C'hallaoued a-enep da arouezioù Breizh n'eo ket echu hervez doare.
 
Tepod Mab Kerlevenez



Dans la même rubrique :
< >

Jeudi 29 Août 2024 - 08:43 Sonerezh hag hengounioù pobl e Breizh

Jeudi 29 Août 2024 - 08:38 La bataille de Trans-la-forêt



War Raok n° 70 - Été 2024


Éditorial


29/08/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss