Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Tri c’hantved istor diverket


Rédigé le Vendredi 18 Septembre 2026 à 12:03 | Lu 2 commentaire(s)



War Raok n° 77 - Automne 2026

E Sant-Divi, e bro-Leon santel, ur c’halvar zo bet diskleriet a-enep lezenn en anv al laikelezh enep-katolik. Gant Lez-varn Melestradurel Roazhon, ez eus bet barnet nevesik-zo n’eo ket ur kalvar Kerdalaez etre Sant-Divi ha Gwipavaz, eus 1652, hervez al lezenn 1905. D’ar 26 a viz Mezheven he deus gourc’hemennet tennañ kuit anezhañ dindan c’hwec’h miz. An disentez barnerezhel-mañ a bled kalz gant spered al lezenn al laikelezh na warez ket mui neptuegezh ar Stad, met a glask bremañ diverkañ kement zo kristen war tachennoù foran ar Parrezioù...(chomet eo ar ger-mañ, e brezhoneg, evit Kumunioù, daoust ha rankout a reomp kemm ster hor gerioù e brezhoneg en anv al laikelezh ?).
 
Ur C'halvar bet savet tri c'hantved hanter zo
 
E 1652, pell eta a-raok an Dispac’h Gall, pell a-raok ar Republik, pell a-raok lezenn 1905 a zispartie an Iliz hag ar Stad e verke kalvar Kerdalaez etre parrezioù Sant-Divi ha Gwipavaz. E 1967, evit mirout ar monumant kozh-se, e voe kaset e lodenn uhelañ da vered Sant-Divi. El lec'h orin e vane yoc’h diazez maen ar c’halvar avat. met chom a reas hep e groaz e-pad ouzhpenn un hanter kantved. C'hoant da adtapout al lec'hienn en he stad istorel, ar gumun he deus gourc'hemennet e 2022 un eilskouer feal eus ar C'halvar, diwar atiz Kevredigezh Identelezh ha Glad Gwipavaz (AGIP), hag he deus staliet en-dro ar groaz el lec'h ma oa bet e-pad ouzhpenn tri c'hant vloaz ’zo. Evit an dilennidi e oa sklaer ar mennozh : n’eo ket sevel un arouez relijiel nevez-flamm, met adsevel un elfenn a-bouez ​​eus ar glad lec’hel. Emañ ar maer Mikael Ar C’horr o labourat bremañ gant difennerien ar raktres evit kavout "an diskoulm gwellañ".
 
Digempouez
 
A-dreñv d’an diviz-se emañ ar C'helc'h Jean-Marie Deguignet Libre Pensée 29. Ar gevredigezh-mañ, o tifenn un displegadenn arloupet eus al laikelezh, a gred ne c'hell arouez relijiel nevez ebet bezañ staliet gant ur strollegezh foran zoken ma'z eo un eiladenn rik eus ur monumant bet savet tri c'hant vloaz ’zo. Amañ e weler dalc'husted laikourien, en anv un neptuegezh faos pa vez dalc’hmat war ar memes tu, oc’h en em harpañ war ul lezenn fallakr a zinac’h ar frankiz relijiel. Diboell eo evit gwir, pa soñjer, a-berzh ur barrez, sevel lizhiri-feurm hir evit sevel lec'hioù relijiel nevez war douaroù foran, ur voskeenn pe un iliz nevez, met nompas adlakaat en-dro en e blas ur c’halvar eus 1652 ! Sklaer eo an digempouez.
 
Diwriziennañ an dud
 
Chom war an dachenn relijiel rik en afer-mañ a rafe deomp faziañ rak fellout a ra d’ar glemmerien eus La Libre Pensée raskañ a ziwar douar ar «C’hwec’h-kogn» an holl sevenadur, an eñvor a-stroll, an hêrezh speredel a zo strewet dre holl en hol ledenez a Vreizh. N'eo ket difenn ul laikelezh peoc'hus eo a ra al Libre Pensée met diwriziennañ an dud. War boentoù all hag e keit-se ez eus ur youl mennet start-tre ganto da ziskar ensavadurioù ar familh ordinal, ar skol hag an Iliz.
 
diwar «Breizh info» gant Yann Lenner.
 




Dans la même rubrique :
< >

Vendredi 18 Septembre 2026 - 12:06 Jean Ier le Roux, duc de Bretagne

Vendredi 18 Septembre 2026 - 12:05 Un vent de colère souffle sur la Bretagne



War Raok n° 77 - Automne 2026


18/09/2026

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss