Menu
MOUEZH BREIZH, LA VOIX DE LA NATION BRETONNE

Buhez ar gouerien e Breizh gwechall


Rédigé le Vendredi 17 Mai 2024 à 17:20 | Lu 12 commentaire(s)



in War Raok ! - n° 67 - Septembre 2023

 

Fealded d'an douar, henc'hizioù, hengounioù, talvoudoù divezel ha sevenadurel 

Kustumañsoù 'zo, hag a oa bet laeset dimp gant an hengoun, a zo aet da get dre ma'z eo bet eilpennet boazioù ha kustumoù Breizh. Ne heuilh ket buhez mab-den lusk ar pevar amzer ken. Gwechall e oa merket pep koulz-bloaz gant gouelioù pe pleustroù kozh-Noe. Bremañ ez eo beuzet an devezhioù, ar mizioù hag ar bloavezhioù en ur pemdez loued ha dilevenez.

Evit kompren petra oa buhez ar gouerien vreizhat en naontekvet kantved ha betek ar bloavezhioù a-raok ar brezel diwezhañ ez eo ret kaout soñj pegen liesdoare e oa pobl Vreizh, dreist-holl war ar ploue. Disheñvel-mat eo al Leonad, den parfet ha dic’hoarzh diouzh ar C’hernevad e spered digor ha lemmoc’h, ha diouzh kouer Bro-Gwened hag a zo garv a-walc’h pa’z eo drantoc’h an Tregeriad. Ha ne tenn tamm ebet kouerien Breizh-Uhel ouzh reoù Breizh-Izel.

Kizidik eo ar Breizhad dre-vras ouzh an dreistnatur, ouzh an traoù kevrinus. Gwir eo ez eo bet maget war barlenn e vamm gant mojennoù leun a dudennoù estlammus. Pediñ a reer sent ha n’int bet biskoazh kanonizet gant an Iliz, gant gred ar bobl ne lavaran ket. Setu perak ez eus e Breizh kel lies a sant pareer pe diwaller. Koulskoude, etre fin an triwec’hvet kantved ha deroù an naontekvet ez aio da get un darn vras eus ar c’haelioù a zispartie broioù Breizh an eil re eus ar re all. Deut eo an emdroadur-se diwar gwellidigezh ar modoù beajiñ hag a aesa an darempredoù etre an dud, diwar ar binvioù gounid-douar nevez ha ivez diwar implij ar galleg a zo en em ledet tamm-ha-tamm e Breizh-Izel. 

Ar vuhez lusket gant ar pevar amzer

Ar c’hanedigezh — E Breizh e oa merket an holl lankadoù eus ar vuhez gant lidoù pe gizioù hag o deus padet (war ar maezioù da vihanañ) betek diwezh an naontekvet kantved ha pelloc’h zoken. Ret e vo gortoz ur pennad mat ken na vo treuzfurmet ar vuhezegezh. Bras eo ar familhoù. Er gêr e wilioud ar maouezed hag ur wech ganet ar bugel e vez kaset ar c’heloù mat d’an holl amezeien ha d’ar paeron ha d’ar vaeronez a zo bet dibabet un toullad devezhioù en a-raok. Evit kemenn ar c’hanedigezh d’an holl e vez brallet ar c’hleier. Pa zeu devezh ar vadeziant e vez graet fest ha chervad.

An dimeziñ — Gwelomp bremañ an dimeziñ hag eureudoù brudet Breizh. Goude kejadenn an daou zen yaouank, ur gejadenn hag a oa aezetaet a-wechoù gant un tredeour, evel ar « bazhvalan » e Breizh-Izel, ur c’hourater anvet ivez « bassadou » e Breizh-Uhel, e teue an deiz hirgortozet : hini an dimeziñ. D’ar c’houlz-se e oa Breizh ur vro gatolik da vat ha se zo kaoz e oa kalz pouezusoc’h an tremen en iliz eget an tremen dirak an Aotrou maer na oa nemet un aner ret evit kaout paperoù ofisiel. Kenderc’hel a rae ar friko betek diwezhat en noz, gant kanaouennoù ha dañsoù. E Breizh e veze 200, 300 a gouvidi ha muioc’h zoken.

Ar beilhadegoù — Pa zegouez ar mizioù du, pa vez echu gant al labourioù bras er parkeier en em gav dieupoc’h Yann Gouer da gemer muioc’h a ziskuizh. A-viskoazh ez eus bet aozet beilhadegoù en holl atantoù, ma kemere perzh enno an tiegezh a-bezh, ar vignoned hag ar mitizhien ivez. Ur plas bras he devoa ar relijion er beilhadegoù-se, anat eo. Da gentañ peurvuiañ e vez lennet Buhez ar Sent gant ur bugel, da c’houde en em lak ar merc’hed da nezañ, ar baotred da gizellañ koad hag ar re gozh da vutunat o c’horn e korn an oaled. Ar c’houlz plijadurusañ a zeu pa grog ar c’honter da zibunañ e varvailhoù pe pa vez kanet gwerzioù. 

Ar gouelioù relijiel hag ar pardonioù — Arabat e vefe ankounac’haat pouez ar gouelioù relijiel dre ma talc’he ar relijion ur plas bras e buez ar c’houer. Un devezh sakr zo eus ar sul, deiz an oferenn-bred. Estreget ar sul, ur niver bras a ouelioù relijiel a oa er bloavezh, hag a oa miret strizh. Hep kontañ ar pardonioù. Pep parrez, pep trev he devoa he hini, daou a-wechoù zoken, ar pardon hag an adpardon, e-lec’h ma veze gwelet prosesionoù dispar. E zevosionoù a rae ar pirc’hirin war e zaoulin en ur ober tro ar chapel pe en ur bokañ d’ar relegoù. Pa veze echu al lid e veze roet bec’h d’an ebatoù, d’an dañsoù ha d’ar c’hoarioù, rak ma’z eer d’ar pardon evit pediñ, ez eer di ivez evit en em ziduiñ.

Ar marv — Un darempred dibar o deus Breizhiz gant ar marv hag an anaon. En ur Vreizh leun a feiz, pa dremen ur c’hristen eus ar vuhez d’ar marv e vez lidet an darvoud war un ton bras ha deol. Krediñ a ra lod e c’hell an den marv en em veñjiñ. Ret eo neuze kemer kalz a breder gant an den er momedoù diwezhañ emañ o vevañ e-ser ar re vev. An degouezh diwezhañ eo da ziskouez dezhañ ar mennadoù mat hon eus evitañ. Chom a reer ouzh troad gwele an hini zo war e zremenvan ha lavarout a reer pedennoù an anaon. Ur beleg zo eno ivez. P’en deus tennet an den e huanad diwezhañ e krog ar veilhadeg gant pedennoù leun a feiz. Da zeiz an obidoù ez a an ambroug kañv war-zu an iliz. Lakaet e vez an arched war ur c’harr pe douget a-benn brec’h. An dud a zigouezh war an hent a ra sin ar groaz pe a gouez war o daoulin. Goude an oferenn interamant e vez douaret ar c’horf er vered vihan a zo sko en iliz. 

 

Eostig Pont-Eon




Dans la même rubrique :
< >

Vendredi 17 Mai 2024 - 17:43 Sant-Maloù

Vendredi 17 Mai 2024 - 17:40 Le Corbeau et les Celtes



War Raok n° 69 - Printemps 2024


24/04/2024

Souscription permanente

Souscription permanente !

War Raok est une revue bretonne moderne libre et indépendante. 
War Raok affiche fièrement une attitude dissidente indispensable à l’éveil du peuple breton et à la renaissance d’une identité forte. 
War Raok
 c’est un véritable outil de démocratisation et de libération des esprits du formatage de l’idéologie unique.
War Raok c’est l’émancipation des intelligences, la voix d’une nouvelle résistance… le porte-drapeau de la nation bretonne.

Voilà le choix de la revue. Mais ce choix de l’indépendance, notamment financière, face au blocus de la presse aux ordres et de la police de la pensée, n’est pas sans conséquence. Sans moyens financiers, autre que la démarche militante des abonnés, le combat est inégal. Aussi, afin d’assurer une publication régulière et de qualité, l’ouverture d’une souscription permanente est le meilleur moyen de conforter la pérennité de notre existence.
Merci d’avance, Bretons et amis de la Bretagne, pour votre soutien.

 

Par courrier : WarRaok
50 bis avenue du Maréchal Leclerc
Appartement 203
35310 MORDELLES.


WR
24/04/2024

Facebook



Partager ce site
Facebook
Twitter
Mobile
Rss