In War Raok n°74 - Automne 2025
D’ar Gwener, da skouer, en em gavas «Troveni sante-Anna» e kêr Nikoazig. Ur garigell a zouge delwenn mamm-gozh Jezuz he doa graet an dro da barrezioù an eskopti, adalek miz meurzh, stlejet gant ur gazeg a yeas war he fouezig. 30.000 fidel bennak a gemeras perzh en embregadenn-se.
Diouzh an noz e voe ur veilhadeg hag ur brosesion eus ar gouloù en ur chapelediñ. Un dizenez a voe dibunet e brezhoneg ouzh ar mikro.
Kalz a dud en oferenn vrezhonek
D’ar sadorn da 9 eur ez eus bet un Oferenn vrezhonek er penniliz, penn-lidet gant eskob Kemper hg ambrouget gant hini sant-Brieg. Ar wech kentañ e oa en istor ar brezhoneg en Iliz. Leun e oa ar penniliz ha brav e kanas an dud daoust ma ne gomprene ket brezhoneg ar braz eus an dud. Un taol kaer evit hor yezh eta.
Goude-se, e liorzh Scala bras ar monumant gouestlet d’ar soudarded marv e-pad ar Brezel-Bras e voe neuze tro an oferenn-lid war an ton bras, dirak 25 pe 30 000 a dud. Ar C’hardinal Sarah an hini eo a gadorie, parfed, en-dro dezhañ eskibien ha kalz a veleien.
CNEWS a oa eno, evel RCF ha Radio Maria. Evel ma oa kaer gortoz ne souzas ket ar C’hardinal pa zistagas e komzoù fraezh ha na oant ket tener d’an dud ha pergen an dud e karg eus ar Stad e Frañs. Ne oa ket deuet da reiñ pour, nann. O vezañ maz eo un den estren e oa aesoc’h dezhañ eget d’un eskob gall bennak, rak ar re-se zo pennasket gant ar Stad, sklaer eo.
« Breudeur ker Breizh ha Bro-C’hall, (...) n’eus lec’h all ebet er bed maz eo en em ziskouezet santez Anna. Pebezh brient ! Santez Anna a zeuas amañ da lavarout d’ar Vretoned ha da Vro-C’hall a-bezh, ha drezo d’an dud a bep bro hag a bep lec’h ez eo an azeulerezh ar remed nemetañ pa vezer en dizesper. Ar feiz e Doue hag azeuliñ Doue eo ar remedoù nemeto a c'hell gwarantiñ d'an dud ur peoc'h gwirion ha padus. (...)».
« Na zisakrit ket Frañs gant ho lezennoù barbar ha dizoue awenet gant an Ankoù, p’emañ Doue evit ar vuhez», a zichekas d’ar re a zanzen ul lezenn war an eutanaziezh».
Nikolazig hag ar galleg
«Breudeur ha c’hoarezed ker, santez Anna a lavaras da Nikolazig : « Doue a fell al lec’h-mañ dezhañ. Doue en deus dibabet an douar-mañ evit ober anezhañ ul lec'h santel. Doue ez eus bet fellet dezhañ e vefe un tamm euz ho touar, un tamm euz ho bro. (...) Dibabet en deus al lec'h-mañ evit bezañ enoret amañ.»(...)
Ouzhpennañ en dije gellet «Nac’h komz galleg a reas Nikolazig rak yezh an dizurzhioù ar saloñsoù e galleg plat a Bariz an hini e oa».
«Evidomp-ni, enoriñ Doue, reiñ gloar dezhañ, eo ober justis. Reiñ gloar da Zoue n'eo ket un dibab : un dever an hini ez eo, hag un ezhomm. Pouezus-kenañ eo bezañ emskiant eus kement-se.
Evel er Reter e vez kinniget amañ ar relijion evel un obererezh a servij da yec'hed mab-den. Kevatal e vije ar relijion ouzh oberoù denel, oberoù a garitez, degemer an divroidi hag an dud hep aoz na ti, brudañ ar vreudeuriezh hollek hag ar peoc'h er bed. Lavaret e vez eo ar speredelezh un doare a ziorren personel, evit sikour an dud a-vremañ gwall-hejet gant an difreterezh politikel hag ekonomikel. Ha pa vefe pouezus an traoù-se, eo faos ar gwel-se eus ar relijion. Ne bled ket hor relijion gant ar boued pe an oberoù denel. An temptadur-mañ a voe nac’het gant Jezuz er gouelec’h .(..) memes ma vefe pinvidik an holl dud, ne vefe ket dasprenet an denelezh evit keloù-se. Gwelet a reomp er broioù diorroet an den en em zistruj e-unan, dre ma ankounac’ha Doue ha ne soñj nemet en e binvidigezh hag en e aezamantoù douarel ...). Doue n’emañ ket en hor servij. En e servij emaomp an hini eo. An azeulerezh didrouz evel ar remed nemetañ. Krouet omp bet evit meuliñ hag azeuliñ Doue. En azeulerezh Doue eo e tizoloomp hon gwir dellezegezh. War e zaoulin dirak Doue eo e tizolo an den e wir veurded hag e noblañs. (...)
Bez hon eus da respont en hor buhez d'ar garantez-dreist en deus Doue evidomp. Evit azeuliñ Doue e rankomp en em lakaat a-gostez, e sioulder. N'eo ket hon ilizoù salioù arvestoù, ha n'int ket lec'hioù evit sonadegoù, obererezhioù sevenadurel pe dudi. An iliz a zo ti Doue. Miret eo evitañ hepken. Mont a reomp di, doujus hag azeuladoe, gwisket mat ivez, rak krenañ a reomp dirak braster Doue. Ne grenomp ket gant aon met gant doujañs, saouzan hag estlamm».
C'hoant am eus trugarekaat c'hoazh ar Vretoned a oar gwiskañ o dilhad hengounel kaerañ evit reiñ gloar da Zoue. N'eo ket folklor eo. Ar striv gwelus a rit aze zo ar sin eus ar striv diabarzh a rit evit en em ziskouez dirak Doue gant un ene pur, naetet dre ar sakramantoù [...]
Ya, poent eo adsevel iliz hon ene. Poent eo anzav. Anzavit ar pec’hedoù oc’h eus graet dre gomz pe dre ober. Kofesit en deiz evurus-hiziv, ha da zeiz ar silvidigezh, e resevot an teñzor Doue. « Dreist-holl, diwallit ouzh hoc’h ene, » a lavar deomp sant Sirill a Jeruzalem. Poent eo ober war e dro en ur ouestlañ ur mare a zoare a bedenn zon ha sioul bemdez. Poent eo skarzhañ idoloù an arc'hant, ar skrammoù, hag an hoalañ aes ha vil. Doue a fell dezhañ ho kalon, Doue a fell dezhañ hoc’h ene, evel ma fellas dezhañ ar vro-mañ, Breizh. (...)».
«Hoc’h ene a zo ul lec’h sakr ; grit war e dro. N'eus nemet eno, er santual sakr-mañ eus hoc'h ene, e c'hall Doue komz ouzhoc'h, ho frealziñ ha ho kas tegemer dre ur ganttroidigezh-klok. N'eus nemet er santual diabarzh-se e c'hellit klevet e c'halv da vezañ santel."Bezit santel, rak me, an Aotrou ho Toue, a zo santel." E lec’h diabarzh ha sakr an ene eo e c’helli-te, den yaouank, klevet e c’halv da vezañ beleg pe lean. Evel-se, plac'h yaouank, a c'helli-te klevet e c'halv d'en em reiñ dezhañ er vuhez relijiel en ur ouestlañ ho korf, ho kalon ha hoc’h holl nerzh d'ar garantez. Ma saotrit hoc'h ene gant ur vuhez dindan ar pec'hed ha distroioù ar bed, e risklit koll ar vuhez, e risklit chom hep bezañ hoc'h-unan e gwirionez».
Va breudeur ha va c’hoarezed muiañ-karet, na lamomp ket digant Doue santual sakr hon eneoù. Templ Doue eo hor c'horf, ha Spered Doue a zo o chom ennomp. Na zistrujomp ket an Templ-se, rak Templ Doue a zo sakr, hag an Templ-se eo ni. Doue en deus e fiziet ennomp (...). Doue an hini eo a fell dezhañ. Doue a fell dezhañ, n’eo ket farsal eo !
Erfin, ar c’hardinal Sarah a venegas ar priedoù a glask en aner kaout ur bugel hag an holl dud a ziwask poanioù. Kinnig a reas dezho ober o goulennoù da Zoue dre santez Anna.
Meur a zave da Breizh en deus graet eta, ha roet da gompren – en ur ober anv eus hon dilhad broadel pergen – ez eo graet hor bro, hor sevenadur, hor yezh da reiñ an dro d’ar Vretoned da reiñ gloar da Zoue en o doare-dezho o-unan-penn, evel «ur piled o skediñ evit Doue war aodoù ar C’hornaouôg» en defe lavaret Yann-Vari Perrot.
T. Gwilhmod




